Liac'hven

liac'hven
Iskevrennad eusmegalithic tomb Kemmañ
Anv e kanaしせきぼ Kemmañ
Danvez implijetmegalith Kemmañ
PrantadNeolitik, Oadvezh an arem, Kalkoliteg Kemmañ
Stummrectangular cuboid Kemmañ
Ar Roc'h Faoutet e Karnag, e Breizh
Liac'hvenoù e Korea
Liac'hven Poll na mBrón, e Kontelezh An Clár en Iwerzhon
Liac'hven e Borger-Odoorn, en Izelvroioù
Liac'hven Aboboreira, e Baião e Portugal
Krommlec'h Maen y Bardd, e-kichen Bwlch-y-Ddeufaen, Conwy, Kembre

Ul lia-vaen, liac'h-vaen, liac'h, liac'hven[1], pe taol-vaen[2],[3],[4],[5], zo un aozadur mein e stumm un daol vras graet gant tud eus pobloù pe sevenadurioù en amzer a vez graet ar Ragistor anezhañ.
Hiziv e ouzer ez int bezioù goloet gant mein, savet etre dibenn ar Vvet milved kent JK ha dibenn an III milved kent JK en Europa. E broioù ar Reter-Pellañ ez eus bet savet un toullad ivez er I milved kent JK.
Goloet e oa ar bezioù gant krugelloù, bernioù douar a vez graet tumuli anezho (tumulus en unander), ha ne chom netra anezho peurvuiañ.

En o stad a vremañ ez eo hañval al liac'hoù-maen ouzh taolioù, ken e veze soñjet e oant aoterioù pagan. E gwirionez ez int kambroù ma veze douaret korfoù, ha ribouloù dindan zouar e-barzh krugelloù a zo bet krignet hag aet da get tamm-ha-tamm a-hed ar c'hantvedoù.
A-wechoù e vez un trepas da vont enne, ur « rakkambr » dirak ar gambr a c'hall bezañ hirgarrezek, liestuek pe gelc'hiek.

  1. Liac'h ha liac'hven e Geriadurig Roparz Hemon. Lia, liac'h, lia-vaen e Geriadur Favereau, pajennoù 478 ha 944.
  2. Nouveau dictionnaire breton français, Roparz Hemon, Al Liamm, 1978, p. 776 : taol-vaen.
  3. Grand dictionnaire français-breton, F. Vallée, 1980, p. 226 : taol-vaen.
  4. Geriadur brezhoneg an Here, 2001, p. 1261 : taol-vaen.
  5. Dictionnaire français-breton, Martial Ménard, 2012, p. 440 : taol-vaen.

Developed by StudentB